10 vlez zo o doa kroget izili Breizh Unvan stourm àr ar pontoù
Disadorn paset, get 7 derez er maez, e oa izili stroll Bro An Oriant ag ar gevredigezh Breizh Unvan àr pont Kerpont etre Kaodan ha Lanarstêr.
10 vlez zo o doe kroget get an emgav-se, bep kentañ sadorn ar miz. Diskouez gitonioù ha banielloù d’an dud a dremen dre an hent pras a reont, skrivet àrne « Naoned e Breizh » pe « Liger-Atlantel e Breizh ».
Poellgorioù arall a ra ar memestra e Gwenrann, Naoned, Montroulez, pe c’hoazh Kastell-Briand.
Alan Ar Gal, teñzorour ar gevredigezh a oa get Aodren Trehin.
Un obererezh nevez a vo lañset edan berr : panellioù a vo douget get tud a zibunay e straedoù kêrioù al Liger-Atlantel. Ar pal a vo diskouez eo anat get anvioù ar gumunioù-se él Montoir-de-Bretagne pe Le Temple-de-Bretagne da skouer, e rankehe ar pempvet departamant bout staget en-dro da Vreizh.